2020, ur bloavezh droch

Lañset mat bepred e oa ar bloavezh 2020 gant kevredigezh Tal an dour… Plijet en doa ken ken d’ar vugale ha d’ar re vras Purid ha Tremargad an abadenn « Les découvertes de Grelette » e sal ar gouelioù ‘penn kentañ miz genver.

Un neubeut goude eno, en doa kontet Marsel Gwilhou avanturioù Yann al Laer , istor ur paotr fin ha lemm e spered. Un abadenn kinniget gant Dastum, filmet gant Bastian Gwilhou e sal Purid bet kempennet ha klinket gant Mathilde Jan. Gall’ a reer bremañ sell ouzh ar film-se en linenn war youtube.com, padout a ra 38 munutenn.

Dibaoe se, ‘giz meur a gevredigezhioù, Tal an dour ‘zo chomet manier kousket met war ul lagad hepken ha prest da adlañsañ an nozvezhioù krampouezh e ostaliri « An digare » hag an trok’ plantennoù.

Evit ar raktresoù, goude ur gejadenn gant ar c’huzul-ker nevez, ur santier binojennoù balizennet a zo war ar stern, un neubeut a labourioù ‘vo graet e sal ar c’hevredigezhioù.

En ur c’hortoz deizioù gwelloc’h evit en em vodañ en dro hep maskl ebet, souetiñ a ran deoc’h en anv kevredigezh Tal an dour ur bloavezh mat 2021.

Fulub ‘Gwern, presidant Tal an dour

DSC_8877

Kas un evezhiadenn

(*) ranket